Europa Ekologiezh Lizher ar re C’hlas eus Plouzane

Skoazell : Rannvro Breizh a ro arc’hant evit stummañ kelennerien war ar brezhoneg.

Sadorn 26 a viz Mezheven 2010

E 2009 e oa bet krouet ar stignad stummañ-se. Kendalc’het e vo gantañ er bloaz-mañ ha kreñvaet zoken.

Adalek bremañ e c’hall an dud leuniañ un teul da c’houlenn kaout ar yalc’had-se (5000 € dre ziv wezh). Gouestlet eo d’an dud a fell dezho prientiñ ur master kelenn divyezhek.

Dre ma fell da Rannvro Breizh diorren ar c’helenn divyezhek ez eus bet krouet ur stignad skoazell hiniennel d’ar stummañ evit d’an dud a fell dezho dont da vezañ kelenner war ar brezhoneg pe kelenn e brezhoneg.

En eskemm d’an arc’hant bet roet dezho e ranko an dud dibabet gant ar bodad-barn doujañ d’un nebeud reolennoù : heuliañ aketus ar stummadur, en em ginnig d’ar genstrivadeg tuta kelennerien ar skolioù divyezhek (pe kelennerien liseoù ha skolajoù divyezhek) ha kelenn e-pad 5 bloaz da vihanañ en ur c’hlas divyezhek.

Evit gouzout penaos tapout kaout ar yalc’had-se (penndivizoù, deiziataer ha kement zo) klikit war al liamm-mañ :

http://www.bretagne.fr/internet/jcm...


Degemer al lec'hienn | Darempred | Steuñv al lec'hienn | | Stadegoù | gweladenn : 39466

Heuliañ buhez al lec'hienn br  Heuliañ buhez al lec'hienn Buhez ar bodad   ?    |    Al lec'hiennoù sindikadet dre RSS OPML   ?

Lec'hienn bet savet gant SPIP 2.1.29 + AHUNTSIC

Creative Commons License